Canalblog
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
Kêr Stefan
31 mai 2005

Echu an harlu

Deuet on en-dro da Vreizh disul. Daou viz-pad e oan bet o labourat kostez Melun gant ar Post. Ne oa ket displijus al labour, disheñvel-mat eo an dud eno avat. Ha ne blij ket kalz ar c'hêrioù bras din.
Amzer am eus bet da brederiañ un tamm avat. A-raok mont kuit e oan aet skuizh gant bed ar brezhoneg ken e soñje din ankouaat ar yezh-se. Dre verdediñ war ar gwiad e welen pismigerien a-leizh, tud ha na raent (na reont) netra e brezhoneg met a vez gwelet o tigalonekaat an dud. Rouez ivez ar re yaouank oc'h ober traoù gant o yezh. Pa brederier un tamm e soñjer: da betra komz brezhoneg? Da betra d'an nen terriñ e benn gant ar bed-se na zegaso ket boued? Dont a reer da vezañ evel an holl: chalet gant ar c'hrogadoù mell-droad, an ti-feurm, hag ar star ac'... gant ar vezh!
Pa oan deuet da Vreizh, ha me yaouank..oc'h, e oa hunvreoù leizh ma fenn. Marteze e oan bet maget betek re gant mojennoù an daol-grenn? Marteze em boa selaouet Alan Stivell betek re? Disouezhet e oan bet bepred. Luziet eo an traoù pa zeu an eñvorennoù da hilligañ an empenn. Ne'm boa ket kavet ar vro am boa soñjet enni. Soñj 'm eus eus ar fest-noz kentañ ma oan bet. E Roazhon an hini 'oa. A-raok dont e soñjen e oa ur fest vras gant boued lipous hag ur bannac'hig da gas d'an traoù. Siwazh ne oa ket evel-se tamm ebet. Ne oa nemet tud eus ur c'helc'h keltiek bennak, ha diouzh o fennoù e veze gwelet penaos ne felle ket dezhe degemer tud ha na ouient ket dañsal en o zouez. Bezit dichal, tud degemerus am eus kavet war-lerc'h!
Ma... karantez am eus evit Breizh da'm soñj. Ur garantez divent hag a laosk, hag a grign. A bep eil e sav karantez ha digarantez ennon, evel ma'z eus er c'houbladoù kozh. Koulskoude n'on ket evit dilezel ar vro nag ar yezh. Mennet on da stourm. N'eo ket ouzh ar stad c'hall avat, ouzh ar Vretoned laosk, lezirek, hegazus ne lavaran ket...
Publicité
Publicité
Commentaires
T
I have been visiting various blogs for my term paper research. I have found your blog to be quite useful. Keep updating your blog with valuable information... Regards
K
Ur saludadenn brim en ur dremen. Plijus atav kavout unan o vont e brezhoneg...
Kêr Stefan
Publicité
Publicité